Jean-luc Vaillant

HENTAD  HAG  OBER

frise

Sot gant ar bed hengelt, ha soubet ez-bihan e bed ar sonerezh a-bouez bras e voe din

pa zizolois an delenn e dibenn ar bloavezhioù 70.

 

Diwezhatoc’h, er bloavezhioù 90,
goude ugent vloaz a skiant-prenet en ebenouriezh hag ur stummadur el luderezh gitar
e tivizan mont war ma anv evel luder, e krog evidon un avantur entanus o vodañ tri dra
a dalm ma c’halon evito : koad, sonerezh, kizellañ.
 Ma labour war ar metal en deuzerezh-arz hag unan all evel treser en ul labourva arkeo
Logiezh en ur c’houlzad all eus ma  buhez, a roio an tu din d’ober taol-arnod prizius kent stagañ da eilskouerenniñ binviji istorel.
Sevel un eilskouer eus telenn Brian Boru a voe evidon un taol kaer kelennus ha pinvidik
war un dro. Ouzhpenn sevel eilskouerennoù eus binviji kozh em labour, e savas c’hoant

ennon seveniñ rakskouerennoù-diazez   ‘’Neil ha Telenn-vor 34/36 kordenn’’

Ar fiziusted en ul labour-sevel, klask stummoù kaer e seurtoù koadoù eus ar c’hentañ,
Kest ar  soniusted dibar a zo anezho dibaboù labour da respond da c’houlenn start ar
Vuzisianed. Skouerennoù dibar all a zo bet savet ha bras eo an dibab. Tu zo lakaat se-
vel ur skouerenn bersonelet gant dibaboù ouzhpenn. An telennoù savet unan hag unan
a vez heuliet pizh betek penn diwezhañ al labour. Gant an doare artizanel eus tu an neuz e c’heller krouiñ stummoù telenn hardizh ha mistr. Ar pal a zo  sevel binviji a galite evit ur

priz dereat.
  harp
Luc'hskendenno¨ stal-labour          Luderezh hag endrofrise