TELENN BRIAN BORU

 

Evit ar saver-telennoù evel evit al luder, eus an taol kreion kentañ betek ken-
tañ notennoù sonerezh, sevel ur beñveg sonerezh diouzh e ijin dezhañ e-unan a zo un taol-
arnod leun a dreflamm. Lies mat eo disoc’h ul labour a enklaskoù niverus ha liesseurt evit
kavout kempouez a-zoare etre, redioù teknel, kened ha soniusted. Ar skiant bet prenet gant hon diaraogerien a vag hol labour-ni, pep hini o tegas e varregezh. Ar c’hendastumm-se,
a c’hall mare pe vare bezañ kavet diglok. Kest hollbad al labour peurvat eo. Seveniñ un eilskouerenn beurheñvel ouzh ur beñveg sonerezh a zo un avantur un tamm disheñvel. Ul
labour pinvidikaus eo o tegas ur blijadur vras. Labourat gant urzh a ranker ober, klask
teulioù, lenn pe hini eo endro-nes ar beñveg a zo traoù a ranker ober dre ret hag ivez prim-
dresadennoù kent stagañ gant ar plan, lodenn beurbouezus araok labour ar c’hoad.
Hogen, daoust d’an dostidigezh resis hag urzhiet, e chom el labour un tamm huñvre pa
glasker daskoriñ un dresadenn, ur faout, ur gleuzenn e engravadur ar c’hoad.
Bewech e klasker mont an tostañ, ar gwellañ eus endonenn a rbéñveg ha tizhout ar pezh
a ya d’ober soniusted dibar anezhañ. Un hentad pizh ha boemus eo gant gwir mareadoù
a eurvad. Bep un tammig e souber penn da benn el labour-se , troc’hañ hag empennañ
tammoù koad, pep tra a zo a-bouez bras, rak stage o sonlivioù ar beñveg ouzh e veiza-
denn.

brian boru harp

Souzañ ha prederiañ a zo ret kement ha sellout pizh ouzh an eilskouerenn a sevener.
Evit ar pezh a sell ouzh telenn Brian Boru, diskouezhet en Trinity College, daoust da goad
Ar golonenn bezañ aet da fall hag uzet ar c’horre anezhañ, marzh am eus kavet er beñveg
Peurvat eo an tresoù anezhañ ha mistr e stumm.
O vezañ ma ne c’hellan ket empennañ pe son a oa gant seurt beñveg,an diskoulm, an dirouestl
Nemetañ d’am goulenn a voe neuze evidon-me, kas da ben nul labour eilskouerenniñ, an
Tostañ, ar gwellañ ouzh ar beñveg-orin.

 

An turmud deuet din diwar gwelout an delenn-se evit ar wech kentañ hag ar fed m’eo damziverket ar c’hizelladennoù anezhi hag aet da fall diaz ar golonenn, o deus lakaet  ennon
youl da sevel un eilskouer eus an delenn-se, da zegas dezhi endro he meurdez laeret gant
an Amzer.
An diforc’hoù nemeto e-skoaz an delenn-orin a zo anezho er fed m’eo bet ouzhpennet mein ha striñkennoù war an eilskouerenn hag evit diaz ar golonenn gwastet ha kempennet gant
rousin war delenn an Trinity College, am eus graet un astenn da berzhioù a zo anezho evit
adkavout tamm pe damm an tres-orin. Kavout a reoc’h en daou albom da heul, luc’hskeudennoù eus prantadoù al labour hag ivez lod eus  munudoù ar c’hizelladurioù.

 

 

 

 

Luc’hskeudennoù Brian Boru harp